Indochine

Indochine a zo ur strollad sonerezh rock/new wave gall krouet e Pariz e 1981. Izili ar strollad eo Nicola Sirkis (kaner ha gitar), Boris Jardel (gitar), Oli de Sat (gitar), Marc Eliard (gitar-boud, ganet e Machikoul), Mr Shoes (taboulinoù) ha Matu (pianoour). Brudet int bet e 1982 gant ar single L'Aventurier. Indochine eo ar strollad gall bet gwerzhet gantañ ar muiañ a bladennoù: muioc’h eget 10 million a bladenn. Brudet eo ar strollad dreist-holl gant ar singlioù Trois nuits par semaine, Canary Bay, 3e sexe pe c‘hoazh J'ai demandé à la lune, bet adlañset gantañ hag ar bladenn Paradize e 2002.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search